Richarzh Kernev-veur (Winchester Genver 1209-1272 Berkhamstead), anavezet e saozneg evel Richard of Cornwall, a oa mab d'ar roue saoz Yann Dizouar ha da Isabelle d'Angoulême.
En 1240 ez eas da Brezel ar Groaz, d'an Douar Santel.
Anvet e voe da Roue ar Romaned e 1257. Enebiñ a reas ouzh Alfonso X Kastilha evit bout Impalaer Alamagn, met ne deuas ket a-benn. Ober a reas muioc'h war-dro sikour e vreur Herri III a-enep e varoned emsavet eget klask bout trec'h en Alamagn. Kalz arc'hant a zispignas da gaeraat e gastell e Wallingford.